
Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 212 pages
Poids : 300 g
Dimensions : 15cm X 21cm
ISBN : 978-2-916745-33-6
EAN : 9782916745336
Remont Delaporte, Reun Ar C'halan
div blanedenn
daou zen eus ar C'hastell-Nevez
Quatrième de couverture
Remont Delaporte ha Reun ar C'halan, daou zen eus ar C'hastell-Nevez ganet e deroù an XXvet kantved, an hini kentañ en ur familh pinvidik a-walc'h diazezet mat er vro hag an eil e atant un troc'her-buzhug, treut ar peuriñ gantañ. Dre eñvorennoù skrivet Remont Delaporte ha gant arroudoù eus ar re savet gant Reun ar C'halan, e kinniger el levr-mañ heuliañ planedennoù souezhus daou zen hag a oa bet kemeret ganto hentoù disheñvel-rik e-pad prantadoù diaes-meurbet. Remont Delaporte a zeuas da vezañ emsaver breton e 1927, goude bezañ dizoloet ar brezhoneg abred a-walc'h. E-pad ar brezel e oa e penn Strollad Broadel Breizh. Pezh a skriv diwar ar prantadse a zo talvoudus-tre evit hon istor. Reun ar C'halan, yaouankoc'h, a oa studier c'hoazh pa grogas ar « reuz bras » met mont a reas d'ar « maquis » memes tra e miz Eost 1944 ha goude-se da aloubiñ Bro-Alamagn gant al lu gall. An daou avat a gemero hent an divroañ evit abegoù disheñvel : Remont Delaporte en Iwerzhon ha Reun ar C'halan, eve(...) miliadoù a Vretoned eus Kreiz-Breizh, er Stadoù-Unanet. Enno o-daou, pezh a zo heverk ken ez eo, e voe enaouet - abred pe diwezhat en o buhez - flamm « Tantad an hendadoù » hag... ar youl da sevel ur vuhez vroadel vrezhonek e Breizh.